Levr Sefania 3:8
Râk-sé gortoz ac’hanoun, émé ann Aotrou, enn deiz da zon̄t eûz va dazorc’h; râk va ratoz eo strolla ar brôadou, ha grounna ar rouan̄télésiou, évit skuḻa war-n-ézhô va drouk, hag holl vuanégez va frouden: râg é tân va oaz é vézô loun̄ket ann douar holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 27:14Gortoz ann Aotrou; starta: r’en em nerzô da galoun, ha gortoz ann Aotrou. ———— XXVII. PSALM. Psalm David, pé évid David.
Psalms 37:34Gortoz ann Aotrou, ha mîr hé hen̄t; hag hén̄ a zavô ac’hanod, évit m’az pézô ann douar da zigwéz; ha pa vézô dispennet ar béc’herien, té a wélô.
Psalms 62:5Koulskoudé, va éné, douj da Zoué: pa eo digan̄t-han̄ é teû va habaskded.
Psalms 123:2Ménésiou a zô enn-drô d’ézhi; hag ann Aotrou a zô enn-drô d’hé bobl, a vrema ha da-vikenn.
Proverbs 20:22Na lavar két: Mé a zistolô ann drouk. Gortoz ann Aotrou; hag hén̄ az tennô a boan.