Levr Sefania 3:9
Râk neûzé é rôinn d’ar boblou muzellou dilennet, évit ma c’halvin̄t holl hanô ann Aotrou, ha ma servichin̄t anézhan̄ gan̄d eunn hévélep skoaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,
Psalms 113:3Adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûz-héol é tlé béza meûlet hanô ann Aotrou.
Ezekiel 37:17Ha tôsta ann daou damm koat-zé ann eii oud égilé évid hô unani; hag hî a vézô ével unan enn da zourn.
Zephaniah 2:11Heûzuz é vézô ann Aotrou évit-hô, hag hen̄ a gasô-da-gét holl zouéed ann douar: ha pép-hini enn hé léac’h; hag holl énézi ar brôadou a azeûlo anézhan̄.