Aviel Yann 20:19
An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 10:13ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.
Mark 16:14Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
John 7:13Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.
John 14:27Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.
John 16:33Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.