The Bible Software
Aviel Mazhev · an Bibl

Aviel Mazhev 28

1Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.

2Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warnañ.

3E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h.

4Ar warded a grene gant ar spont razañ, hag e teujont evel tud varv.

5Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.

6N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv, hervez m'en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa bet lakaet an Aotrou;

7it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h.

8Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien.

9Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ.

10Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.

11Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.

12Ar re mañ o vezañ en em zastumet gant an henaourien, ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded,

13o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz ha laeret o deus e gorf e-keit ha ma oamp kousket.

14Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ, hag a dennimp ac'hanoc'h a boan.

15Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv.

16Met an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez a oa bet merket dezho gant Jezuz.

17Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas.

18Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.

19It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,

20hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

← Aviel Mazhev 27Read In The App, Free →Mark 1 →

Study Aviel Mazhev 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728