Eil Levr an Danevelloù 10:9
Ha goudé m’hô dôé hé ziwisket, ha trouc’het hé benn, ha kéméret hé armou, hô c’haschon̄t d’hô brô, évit ma vijen̄t kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t, ha diskouézet d’ar bobl hag é templou ann idolou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Hôgen gwéstla a réjon̄t hé armou é templ hô doué, hag é stagchon̄t hé benn out templ Dagon.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 10
Cross References
1 Chronicles 10:4Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé, ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber. Saül éta a géméraz hé glézé hé-unan, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
Daniel 5:23Hôgen a-éneb Aotrou ann en̄v oud en em zavet; hag éc’h eûz lékéat da zigas dira-z-od listri hé dî; ha té, ha da brin̄sed, ha da c’hragez, ha da zerc’hed, hoc’h eûz évet gwîn enn-hô; meûlet éc’h eûz ivé douéed arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha koat, ha méan, péré na wélon̄t, na glévon̄t, ha na verzon̄t; hôgen n’éc’h eûz két énoret ann Doué en deûz da halan, ha da holl hen̄chou enn hé zourn.