The Bible Software
bible.software › Eil Levr an Danevelloù › Eil Levr an Danevelloù 21 › Eil Levr an Danevelloù 21:15

Eil Levr an Danevelloù 21:15

Kâs a réaz ivé eunn éal da Jéruzalem évid hé gwasta; ha pa oé gwastet gan̄t-han̄, é sellaz ann Aotrou, hag en dôé truez oud eunn drouk ker brâz; hag é lavaraz d’ann éal a wasté: A-walc’h eo, dalc’h da zourn. Hôgen éal ann Aotrou a oa deûet bété leûr Ornan ar Jébuséad.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And God sent an angel unto Jerusalem to destroy it: and as he was destroying, the LORD beheld, and he repented him of the evil, and said to the angel that destroyed, It is enough, stay now thine hand. And the angel of the LORD stood by the threshingfloor of Ornan the Jebusite.

In Context

14Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen war Israel; hag é varvaz eûz a Israel dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.

16Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.

Read all of Eil Levr an Danevelloù 21

Cross References

Judges 2:18Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.

2 Samuel 24:16Ha pa astenné éal ann Aotrou hé zourn war Jéruzalem, évid hé gwasta, ann Aotrou en dôé truez out kémen̄t-sé a zroug, hag a lavaraz d’ann éal a skôé war ar bobl: A-walc’h eo; dalc’h bréma da zourn; hôgen ann éal a oa deûet bété leûr Aréuna, ar Jébuséad.

Psalms 78:38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.

Jeremiah 7:12Méz hô deûz, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz; hag ouc’h-penn n’hô deûz két bét a véz, ha n’hô deuz két rusiet; dré-zé é kouézin̄t é-mesk ar ré a vézô dispennet, é amzer hô emwél é vézin̄t dispennet, émé ann Aotrou.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Eil Levr an Danevelloù 21:15

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Eil Levr an Danevelloù 21:14Eil Levr an Danevelloù 21Eil Levr an Danevelloù 21:16 →