Levr Izaia 63:7
Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Chétu eo skrivet dira-z-oun: na davinn két, hôgen rôet ha distolet é vézô gan-én̄ war hô askré.
Cross References
Numbers 14:18Ann Aotrou a zô habask ha leûn a drugarez; lémel a ra ar fallagriézou hag ar gwallou; na lez digastiz dén kabluz é-béd; emwélout a ra péc’héjou ann tadou er vugalé bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn.
Nehemiah 9:19Hôgen té, enn da drugarézou brâz, n’éc’h eûz két hô dilézet enn distrô; ar peûl koabr né két tec’het diout-hô, évid hô réna a-héd ann deiz, hag ar peûl tân a-héd ann nôz, évit diskouéza d’ézhô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.
Nehemiah 9:27Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud: ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.
Nehemiah 9:35Hag hî enn hô rouan̄télésiou, hag er madou brâz éz pôa rôet d’ézhô, hag enn douar éc’hon ha strujuz ez pôa lékéat dira-z-hô, n’hô deûz két da zervichet, ha n’in̄t két distrôet eûz hô gwall déchou.
Psalms 63:3O véza ma eo gwelloc’h da drugarez égéd ar vuez; va muzellou a veûlô ac’hanod.