Eil Levr Shmouel 22:2
David éta a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha mon̄d a rinn-mé, ha tréc’hi a rinn-mé ar Filistined? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid: Kéa, hag é tréc’hi ar Filistined, hag é tieûbi Seila.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 22
Cross References
Judges 18:25Ha mipien Dan a lavaraz d’ézhan̄: Diwall na gomzi mui ouz-omp, gan̄d aoun na zeûjé tûd kounnaret d’én em deûrel war-n-oud, ha ma vijéz kollet ha da holl dî gan-éz.
1 Samuel 9:16Ha Saül a lavaraz d’hé éon̄tr: Lavaret en deûz d’é-omp pénaoz é oa kavet ann azénézed. Hôgen na lavaraz két d’ézhan̄ ar péz en dôa lavaret Samuel diwar-benn ar garg a roué.
1 Samuel 25:13David éta a géméraz ar wâf hag ar pôd-dour a ioa out penn-wélé Saül; hag hî a iéaz-kuît. Ha dén n’en dôa hô gwélet, na gwézet kémen̄t-sé, na bét dihun; hôgen holl é oan̄t kousket, ô véza ma oa kouézet wâr-n-ézhô kousk-mîk ann Aotrou. 13 Pa oé tréménet David enn tû all, é savaz war benn ar ménez a bell; râk eur pennad balé hirr a ioa étré hén̄ hag ar c’hamp;
1 Samuel 30:6Saül éta a varvaz, hag hé dri vâb, hag hé floc’h, ha kémen̄t dén a ioa gan̄t-han̄ enn deiz-zé. (T).
2 Samuel 17:8Ha Kusai a lavaraz c’hoaz: Té a anavez da dâd, té a oar pénaoz ann dûd a zô gan̄t-han̄ a zô kré-brâz, ha ma eo c’houérô hô c’haloun, ével hini eunn ourzez a ziboell enn eur c’hoad, ô véza ma eo bét kéméret hé oursédigou: da dâd ivé péhini a zô eur brézéliad mâd, na ehanô két gan̄d hé dûd.