The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 22

1Neûzé é teûjon̄t da lavaroud da Zavid: Chétu ar Filistined a stourm out Seila; hag hî a wast ar sôliérou.

2David éta a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha mon̄d a rinn-mé, ha tréc’hi a rinn-mé ar Filistined? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid: Kéa, hag é tréc’hi ar Filistined, hag é tieûbi Seila.

3Hag ar re a oa gan̄d David a lavaraz d’ézhan̄: Chétu nî hon eûz aoun, ha nî er Judéa: pégémen̄t é vézô brasoc’h hon aoun, mar d-éomp da Zeila a-éneb armé ar Filistined?

4David éta a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d ann Aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄: Saô, ha kéa da Zeila; râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.

5David éta a iéaz da Zeila gan̄d hé dûd hag a stourmaz oud ar Filistined, hag a lazaz eul lôd brâz anézhô; kâs a réaz gan̄t-han̄ hô loéned, hag é tiboaniaz tûd Seila.

6Hôgen p’az éaz Abiatar, mâb Akimélek, da gavout David é Seila, é tougaz gan̄t-han̄ ann Éfod.

7Rôet é oé da anaout da Zaül pénaoz é oa deûet David da Zeila. Ha Saül a lavaraz: Doué en deûz hé lékéat étré va daouarn: kéméret eo, pa eo éat enn eur géar péhini é deûz persier ha potaḻou.

8Ha Saül a c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl diskenni da Zeila évit stourmi hag évit grounna David hag hé dûd.

9Pa glévaz David pénaoz éc’h aozé Saül droug out-han̄ é-kûz, é lavaraz da Abiatar ar Bélek: Laka ann éfod.

10Ha David a lavaraz: Aotrou, Doué Israel, klévet en deûz da zervicher pénaoz en em aoz Saül évid don̄d da Zeila da zisman̄tra kéar enn abek d’in.

11Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun étré hé zaouarn? Ha diskenni a rai Saül, ével ma en deûz hé glévet da zervicher? Aotrou, Doué Israel, rô-hén̄ da anaout d’as servicher. Hag ann Aotrou a lavaraz: Diskenni a rai.

12Ha David a lavaraz: Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun ha va zûd étré daouarn Saül? Hag ann Aotrou a lavaraz: Lakaad a rain̄t.

13David éta hag hé dûd péré a oa war-drô c’houéac’h kan̄t, a iéaz-kuît eûz a Zeila hag a gildrôé tû-man̄ ha tû-hon̄t, hép gouzout war pé zû mon̄t. Ha lavaret é oé da Zaül pénaoz é oa éat David dioc’h Seila hag é oa téc’het-kuît: râk-sé na fellaz mui d’ézhan̄ mon̄d dî.

14Hôgen David a choumé enn distrô, el lec’hiou kréva, hag hén̄ en em dennaz war vénez distrô Zif, ménez gôlôet a wéz: ha Saül a glaské anézhan̄ bemdéz; hôgen Doué n’hel lékéaz két étré hé zaouarn.

15Ha David a wélaz pénaoz Saül a oa deûet er-méaz évit klaskout hé vuez; hôgen David a oa é distrô Zif er c’hoat.

16Ha Jonatas, mâb Saül, a zavaz hag a iéaz da gavout David er c’hoat; hag hén̄ a grévaaz hé zourn é Doué, ô lavarout dézhan̄:

17N’az péz két a aoun; râk dourn Saül, va zâd, n’az kavô két; té a rénô war Israel, ha mé a vézô da eil d’id; ha Saül, va zâd, her goar hé-unan.

18Hag hî hô-daou a réaz kévrédigez dirâg ann Aotrou: ha David a choumaz er c’hoat; ha Jonatas a zistrôaz d’hé dî hé-unan.

19Koulskoudé tûd Zif a biñaz étrézé Saül é Gabaa hag a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’éma-hén̄ két David kuzet enn hon touez el lec’hiou kréva eûz ar c’hoat, é kréac’h Hachila a zô war ann tû déou eûz ann distrô?

20Bréma éta ével ma eo bét c’hoan̄t d’id da ziskenni, diskenn; ha d’éomp-ni é vézô hé lakaad étré daouarn ar roué.

21Ha Saül a lavaraz: Benniget ra viot-hu gan̄d ann Aotrou, ô véza ma hoc’h eûz bét truez ouz-in.

22Id éta, mé hô péd, hag en em aozit buhan, ha klaskit gan̄d évez brâz, ha sellit ervâd oud al léac’h é péhini en em gav, hag out piou en dévézô hé wélet énô; râg hén̄ a oar ervâd pénaoz éc’h aozann spiou out-han̄ gan̄t gwénded.

23Sellit-pîz ha gwélit ann holl lec’hiou, é péré en em guz: ha pa vézô pép trâ diarvar, distrôit d’am c’havout évit ma’z inn gan-é-hoc’h: ha pa vé en em guzet enn douar, é c’houiḻinn anézhan̄ é holl vilédou Juda.

24Hag hî a zavaz hag a iéas da Zif a-raok Saül: hôgen David hag hé dûd a ioa é distrô Maon, er gompézen, war ann tû déou eûz a Jésimon.

25Saül éta gan̄d hé dûd a iéaz d’hé glaskout: ha David ô véza hé glévet, a ziskennaz râk-tâl étrézég ar roc’h hag a choumaz é distrô Maon: pa glévaz Saül kémen̄t-sé, éz éaz war-lerc’h David é distrô Maon.

26Ha Saül a iéa a-héd ar ménez war eunn tû, ha David gan̄d hé dûd a iéa a-héd ar ménez war ann tû all. Hôgen David na grédé mui d’ézhan̄ é helfé téc’hout eûz a zirâk Saül; râk Saül hag hé dûd a gelc’hié David hag hé dûd e doaré eur gurunen, évid hô c’hémérout.

27Hôgen eur c’hannad a zeûaz da gavout Saül hag a lavaraz d’ézhan̄: Hast, ha deûz, râg ar Filistined hô deûz gréad eunn argaden er vrô.

28Saül éta a zistrôaz war hé gîz ha n’az éaz mui war-lerc’h David; hôgen mon̄d a réaz da ziarbenna ar Filistined: râk-sé eo eo bét hanvet al léac’h-zé, Roc’h ar rann. ———— XXIV. PENNAD. Saül a anavez dinamded David.

← Eil Levr Shmouel 21Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 23 →

Study Eil Levr Shmouel 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031