Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2:5
Râk n’omp két bét labennérien enn hor prézégennou, ével ma ouzoc’h; na pervez enn darvoud, Doué a zô tést.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Ha n’hon euz két ken-nébeût klasket meûleûdi ann dûd, nag hoc’h hini, nag hini ar ré all.
Read all of Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2
Cross References
Job 32:21N’am bézô azaouez évid dén, ha na geidinn két ann dén ouc’h Doué.
Proverbs 20:19Arabad eo d’id daremprédi (T) ann hini a ziskuḻ ann traou kuzet, a valé enn touellérez, a zigor hé c’hénou bépréd.
Proverbs 28:23Néb a gélenn eunn dén, a gavô goudé-zé grâs dira-z-han̄, ken̄toc’h egéd ann hini a douell anézhan̄ gan̄t lavariou likaouuz.
Isaiah 56:11Ann Aotrou a rôi d’id éhan bépréd, hag a leûniô da éné gan̄d hé skédou, hag a lardô da eskern; hag é vézi ével eul liors douret bépréd, hag ével eur feun̄teun é péhini na ziouér két ann dour.
Jeremiah 8:10War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.
Malachi 1:10Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou: ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.