Levr Izaia 56:11
Ann Aotrou a rôi d’id éhan bépréd, hag a leûniô da éné gan̄d hé skédou, hag a lardô da eskern; hag é vézi ével eul liors douret bépréd, hag ével eur feun̄teun é péhini na ziouér két ann dour.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:7Ar ré gôz eûz a Voab, hag hénaoured Madian a iéaz éta, hag enn hô daouarn gôbr ann diouganérez. Ha pa oen̄t éat da gaout Balaam, hag hô dôé lavaret d’ézhan̄ holl c’heriou Balak:
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?
Isaiah 57:17Râg hén̄ en deuz gwisket ar reizded ével eunn hobrégon, hag ar zilvidigez ével eunn tôk-houarn; ével eur zaé é wisk hé ven̄jan̄s, ével gan̄d eur van̄tel en em c’hôlô gan̄d hé oaz.
Jeremiah 22:17Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun: Ann Aotrou en deûz lavaret: Ar péoc’h hô pézô; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h
Ezekiel 34:2Mâb dén, diougan diwar-benn mésérien Israel; diougan, ha lavar d’ar vésérien: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ mésérien Israel, péré en em bask hô-unan; ar vésérien hag hî a bask hô dén̄ved?