The Bible Software
Lizher kentañ d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2

1Rak c’houi hoc’h-unan a oar, va breûdeûr, pénaoz hon donédigez enn ho touéz né két bét difrouez:

2Hôgen goudé béza bét gouzan̄vet kalz a-raok, ha béza bét karget a gunuc’hennou, évet ma ouzoc’h, é Pilippoz, hor boé fisian̄s enn hon Doué, hag é prézégchomp d’é-hoc’h Aviel Doué gan̄t kalz a bréder.

3Râg hor c’hélen n’en deûz két desket d’é-hoc’h ar fazi, nag al lousdôni, ha n’hon eûz két ho touellet;

4Hôgen ével ma omp bét dilennét gan̄d Doué évit fisiout enn-omp hé Aviel, komza a réomp ivé, nann évit plijoud d’ann dûd, hôgen évit plijoud da Zoué, péhini a arnod hor c’halounou.

5Râk n’omp két bét labennérien enn hor prézégennou, ével ma ouzoc’h; na pervez enn darvoud, Doué a zô tést.

6Ha n’hon euz két ken-nébeût klasket meûleûdi ann dûd, nag hoc’h hini, nag hini ar ré all.

7Ni a hellé bec’hia ac’hanoc’h ével Ébestel ar C’hrist; hôgen é doaré bugaligou omp deûet enn hô kreiz, ével eur vagérez a zorlot hé bugalé.

8Ével-sé gan̄d ar garan̄tez hor boa évid-hoc’h, ni hor bijé c’hoan̄téet rei d’é-hoc’h nann hép kén Aviel Doué, hôgen ivé hor buez hon-unan, ô véza ma oac’h deûet kér brâz d’é-omp.

9Râk koun hoc’h eûz, va breûdeûr, eûz hol labour hag eûz hor skuizder, ha pénaoz hon eûz prézéget Aviel Doué d’é-hoc’h, ô laboura nôz-deiz, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

10C’houi a zô tést, ha Doué ivé, péger san̄tel, péger gwirion, pégen didamall eo bét hor buezégéz enn hô touez, c’houi péré hoc’h eûz krédet.

11Ha c’houi a oar pénaoz ounn en em rênet enn hô kén̄ver, ével eunn tad é-kén̄ver hé vugalé,

12O kuzulia, ô fréalzi ac’hanoc’h, hag oc’h hô pidi stard d’en em réna enn eunn doaré dîn eûz a Zoué, péhini en deûz hô kalvet d’hé rouan̄télez ha d’hé c’hloar.

13Dré-zé ivé é trugarékaomp Doué bépréd, pénaoz pa hoc’h eûz klevet gér Doué a brézégemp d’é-hoc’h, hoc’h eûz hé zigéméret, nann ével gér ann dûd, hôgen (é-c’hiz ma eo évit-gwîr) ével gér Doué, péhini a ziskouéz hé ners enn-hoc’h, c’houi péré a gréd enn-han̄.

14Râk c’houi, va, breûdeûr, a zô deûet da heûlierien da Ilizou Doué, péré a zô é Judéa é Jézuz-Krist: ô véza ma hoc’h eûz gouzan̄vet ann hévélep heskinou a berz hô ken̄vrôiz, ével ma hô deûz gouzan̄vet a berz ar Iuzevien,

15Péré hô deûz lazet ann Aotrou Jézuz hé-unan, hag hé Broféded; péré hô deûz hon héskinet; péré na blijon̄t kéd da Zoué, hag a zô énébourien d’ann dûd holl;

16Péré a vîr ouz-omp na brézégfemp d’ar Jen̄tiled ar gér a dlé hô savétei; évit ma teûin̄t ével-sé da leûnia ar ven̄t eûz hô féc’héjou: râk buanégez Doué a zô en em astennet war-n-ézhô bétég ann divez.

17Ével-sé, va breûdeûr, o véza bét évid eunn nébeud amzer rannet diouz-hoc’h, a gorf, nann a galoun, hon eûz c’hoan̄teet gan̄t mui a wall d’hô kwélout.

18Dré-zé hon eûz bét c’hoan̄t da von̄d d’hô kwélout: ha mé Paol em eûz bét ann dézô-zé meûr a wéach; hôgen Satan en deûz mired ouz-omp.

19Râk pétrâ eo hon espéran̄s, hol lévénez, pé kurunen hor gloar, ma né két c’houi eo, dirâg hon Aotrou Jézuz-Krist, é deiz hé zonédigez?

20Râk c’houi eo hor gloar hag hol lévénez. ———— III. PENNAD.

← Lizher kentañ d'an Desalonikidi 1Read In The App, Free →Lizher kentañ d'an Desalonikidi 3 →

Study Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345