Kentañ Levr ar Rouaned 15:14
Ha David a lavaraz d’hé zervicherien a oa gan̄t-han̄ é Jéruzalem: Savid ha tec’homp; râk na hellimp két mon̄t-kuît a zirâg Absalom: hastit mon̄d er-méaz, gan̄d aoun na grogché enn-omp, ha na vemp dispennet gan̄t-han̄, ha na lazché holl ré géar gan̄d ar c’hlézé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 15
Cross References
2 Samuel 12:11Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou: Lakaad a rinn drouk da zével d’id eûz da dî da unan, ha mé a gémérô da c’hragez dirâk da zaoulagad, hag hô rôinn d’as nésa, hag hén̄ a gouskô gan̄d da c’hragez dirâg ann héol-zé.
2 Samuel 19:10Hôgen Absalom, péhini hor bôa éôliet war-n-omp, a zô marô er brézel: bété pégeit é tavot-hu, ha na zigasot-hu két ar roué adarré?
Psalms 3:1Aotrou, pérâg eo kresket ann niver eûz ar ré a heskin ac'hanoun? Kalz a zâv em énep.
Psalms 55:3Gan̄t mouéz ann énébour, ha gan̄d en̄krez ar péc’her. O véza ma hô deûz taolet fallagriézou war-n-oun; ha ma hô deûz va heskinet enn hô buanégez.
Psalms 137:5Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, hag em eûz lavaret: Té eo va c’héd, ha va lôd é douar ar ré véô.