Kentañ Levr ar Rouaned 19:10
Hôgen Absalom, péhini hor bôa éôliet war-n-omp, a zô marô er brézel: bété pégeit é tavot-hu, ha na zigasot-hu két ar roué adarré?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 19
Cross References
Judges 18:9Savit, ha piñomp étrézég enn-hô: rak nî hon eûz gwélet eur vrô binvidik-vrâz ha strujuz: bézit war évez, na zaléit két; déomp da gémérout anézhi; n’hor bézô poan é-béd.
2 Samuel 15:14Ha David a lavaraz d’hé zervicherien a oa gan̄t-han̄ é Jéruzalem: Savid ha tec’homp; râk na hellimp két mon̄t-kuît a zirâg Absalom: hastit mon̄d er-méaz, gan̄d aoun na grogché enn-omp, ha na vemp dispennet gan̄t-han̄, ha na lazché holl ré géar gan̄d ar c’hlézé.
2 Samuel 18:14Ha Joab a lavaraz: Na rinn két dioud da ioul; hôgen hé daga a rinn dira-z-oud. Kéméroud a réaz éta tri dared enn hé zourn, hag hén̄ a zan̄kaz anézhô é kaloun Absalom. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, hag hén̄ krouget oud ann derven,