Kentañ Levr ar Rouaned 18:14
Ha Joab a lavaraz: Na rinn két dioud da ioul; hôgen hé daga a rinn dira-z-oud. Kéméroud a réaz éta tri dared enn hé zourn, hag hén̄ a zan̄kaz anézhô é kaloun Absalom. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, hag hén̄ krouget oud ann derven,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Dék floc’h iaouan̄k Joab a zirédaz, a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 18
Cross References
Judges 4:21Hôgen Jahel, grég Haber, a géméraz unan eûz a dachou ann telt hag eur morzol; hag ô véza éat-ébarz goustad ha sioul, é lékéaz ann tâch war ividik Sisara, hag ô véza hé skôet gan̄d ar morzol, é san̄kaz anézhan̄ enn hé empenn bétég ann douar: hag hén̄ oc’h unani ar marô gan̄d ar c’housk, a dréménaz hag a varvaz.
Judges 5:31R’az ai-da-gét ével-sé da holl énébourien, ô Aotrou; hôgen ar ré as kar, ra lugernin̄t é c’hiz ma lûc’h ann héol pa zâv.
2 Samuel 14:30E lavaraz d’hé zervicherien: c’houi a oar pénaoz en deûz Joab eur park tôst d’am fark, hag a zô heiz enn-nan̄: Id éta, ha likid ann tân enn-han̄. Ha servicherien Absalom a lékéaz ann tân enn heiz, ha servicherien Joab a zeûaz, goudé béza roget hô diḻad, hag a lavaraz: Servicherien Absalom hô deûz lékéat ann tân é lôd eûz da bark.
2 Samuel 19:1Hôgen rôet é oé da anaout da Joab pénaoz ar roué en em c’hlac’haré hag a wélé hé vâb:
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Psalms 45:5Da zaésiou a zô lémm, ar boblou a gouézô dindan-od; san̄ka a rain̄t é kaloun énébourien ar roué.