The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 18

1David ô véza évéséet oud ar bobl a oa gan̄t-han̄, a lékéaz war-n-ézhô millénerien ha kan̄ténerien;

2Hag hén̄ a lékéaz ann drédé loden eûz ar bobl dindân dourn Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Abisai, mâb Sarvia ha breûr da Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Étai eûz a C’het; hag ar roué a lavaraz d’ar bobl: Mé a iélô ivé er-méaz gan-é-hoc’h.

3Hag ar bobl a lavaraz: Na zeûi két er-méaz: râk pa hô défé hor lékéat da dec’hout, na gavché két d’ézhô béza gréat kalz enn hon énep: ha pa vé kouézet ann han̄ter ac’hanomp, na vé két c’hoaz a walc’h évit-hô: râk té da-unan a zô nivéret ével dék mil. Gwelloc’h eo éta é choumfez é kéar évit ken-nerza ac’hanomp.

4Hag ar roué a lavaraz d’ézhô: Ar péz a gefot mâd a rinn. Hag hén̄ a choumaz enn hé zî é-tâl ar pors; hag ar bobl a iéa er-méaz a-van̄dennou, dré gan̄t dén ha dré vil dén.

5Hag ar roué a réaz ar gourc’hémenn-man̄ da Joab, da Abisai ha da Étai, ô lavarout: Mirit d’in va mâb Absalom. Hag ann holl bobl a glévaz ar roué oc’h erbédi hé holl brin̄sed évit Absalom.

6Ar bobl éta a gerzaz a-énep Israel, hag ann emgann a oé rôet é koad Éfraim.

7Hag énô é oé tréc’het Israel gan̄d armé David: ha brâz é oé al lazérez enn deiz-zé; eûz a ugen̄t mil dén é oé.

8Ha goudé ann emgann é oen̄t skiñet dré ann holl vrô; ha kalz muioc’h anézhô a oé lazet er c’hoat, égét na oé lazet gan̄d ar c’hlézé enn deiz-zé.

9Absalom hé-unan a oé kavet gan̄t tûd David, hag hén̄ piñet war eur mûl; ha pa dreméné ar mûl dindân eunn derven vrâz ha bôdek, en em reûstlaz hé benn enn derven; hag hén̄ ô véza choumet a-ispiḻ étré ann én̄v, hag ann douar, ar mûl war béhini é oa piñet a iéaz é-biou.

10Hôgen eur ré a wélaz kémen̄t-sé, hag hé zanévellaz da Joab, ô lavarout: Gwélet em eûz Absalom, hag hén̄ krouget oud eunn derven.

11Ha Joab a lavaraz d’ann hini en dôa danévellet ann dra-zé d’ézhan̄: Ma éc’h eûz hé wélet, pérâk n’éc’h eûz két hé doullet bétég ann douar? Ha mé em bijé rôet d’id dék sikl arc’han̄t hag eur gouriz-klézé.

12Hag hé-man̄ a lavaraz da Joab: Ha pa boézfez em dourn mil péz arc’han̄t, na lakajenn két va dourn war mâb ar roué: râk klévet hon eûz holl ar péz en deûz gourc’hémennet ar roué d’id, ha da Abisai, ha da Étai, ô lavarout: Mirit d’in va mâb Absalom.

13Ha m’am bijé gréat kémen̄t-sé é gwall va buez, na vijé két bét gellet hé guza ouz ar roué; ha savet é vijez-dé enn hé énep?

14Ha Joab a lavaraz: Na rinn két dioud da ioul; hôgen hé daga a rinn dira-z-oud. Kéméroud a réaz éta tri dared enn hé zourn, hag hén̄ a zan̄kaz anézhô é kaloun Absalom. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, hag hén̄ krouget oud ann derven,

15Dék floc’h iaouan̄k Joab a zirédaz, a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.

16Hôgen Joab a lékéaz ar c’horn-boud da séni, hag a zalc’haz ar bobl, évit n’az ajé két mui war-lerc’h Israel a déc’hé; râg hén̄ a fellé d’ézhan̄ kaoud azaouez évit-hô.

17Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein: hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.

18Hôgen Absalom en dôa savet évit-han̄, en̄dra ma oa c’hoaz béô, eur peûl é traon̄ien ar roué: râg hén̄ a lavaré: N’em eûz két a vâb, nag ann dra-zé a vézô da zerc’hel sonch eûz va hanô. Hag hén̄ a c’halvaz ar peûl diouc’h hé hanô; ha dourn Absalom eo bét hanvet bétég-henn.

19Neûzé Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz: Mon̄d a rann da rédek étrézég ar roué, hag é rôinn da anaout d’ézhan̄ pénaoz ann Aotrou en deûz hé dennet eûz a zaouarn hé énébourien.

20Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄: Na vézi két da gannad hiriô, hôgen eur wéac’h all é vézi da gannad: na fell két d’in da gâs da gannad hiriô, ô véza ma eo marô mâb ar roué.

21Ha Joab a lavaraz da Gusi: Kéa, ha lavar d’ar roué ar péz éc’h eûz gwélet. Ha Kusi a stouaz dirâk Joab, hag a rédaz.

22Hôgen Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz c’hoaz da Joab: Pétrâ a vir na rédann ivé war-lerc’h Kusi? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg é fell d’id rédek, va mâb? Na zougi két eûr c’hélou mâd.

23Ha ma rédann, émé Ac’himaas? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄: Réd. Hag Ac’himaas, ô rédek dré eunn hen̄t berroc’h, a iéaz é-biou da Gusi.

24Hôgen David a oa azézet étré ann daou bors: hag ann évésiad péhini a ioa war lein ar pors war ar vûr, ô sével hé zaoulagad, a wélaz eunn dén a rédé hé-unan.

25Hag hén̄ a griaz hag hé lavaraz d’ar roué. Hag ar roué a lavaraz: Mar d’éma hé-unan, é teûi eur c’helou mâd eûz hé c’hénou. Ha pa hasté hé-man̄, ha pa édo tôst,

26Ann évésiad a wélaz eunn dén all hag a rédé; hag ô krial diwar-laez, é lavaraz: Eunn dén all a wélann hag a réd hé-unan. Hag ar roué a lavaraz: Eur c’hélaouer mâd eo ivé.

27Hag ann évésiad a lavaraz: Gwéloud a rann ar c’hen̄ta ô rédek, ével ma réd Ac’kimaas, mâb Sadok. Hag ar roué a lavaraz: Eunn dén mâd eo; hag eur c’helou mâd a zigas.

28Hôgen Ac’himaas enn eur grial a lavaraz d’ar roué: Mé as salud, ô roué: hag ô véza azeûlet oc’h en em strin̄ka war hé e c’hénou d’ann douar dirâg ar roué, é lavaraz: Benniget ra vézô ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz tréc’het ar ré hô dôa savet hô daouarn a-éneb ann aotrou, va roué.

29Hag ar roué a lavaraz: Ha savétéet eo va mâp Absalom? Hag Ac’himaas a lavaraz: Gwélet em eûz eunn dispac’h brâz pa en deûz Joab da zervicher va c’haset étrézég enn-od, ô roué; ha na ouzoun nétra kén.

30Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Kéa é-biou, ha choum azé enn da zâ. Ha pa oé éat é-biou, ha choumet enn hé zâ,

31É oé gwélet Kusi: hag ô ton̄t é lavaraz: Eur c’helou mâd a zigasann, aotrou, va roué: râg ann Aotrou en deûz hiriô barnet enn da c’hounid, ha da dennet eûz a zaouarn ar ré holl a oa savet enn da énep.

32Hag ar roué a lavaraz da Gusi: Ha savéteet eo va mâp Absalom? Ha Kusi a lavaraz: Ra vézô gréat da énébourien ann aotrou, va roué, ha d’ar ré holl a zâv enn hé énep évid ann droug, ével ma eo bét gréat d’as mâp.

33Neûzé ar roué a oé glac’haret brâz, a biñaz er gampr a-ziouc’h ar pors, hag a wélaz. Hag ével-henn é lavaré enn eur von̄t: Va mâb Absalom, Absalom va mâb: piou a lakai ac’hanoun da vervel évid-od, Absalom va mâb, va mâb Absalom? ———— XIX. PENNAD. Joab a laka David d’en em ziskouéza d’ar bobl. Mifiboset a tô digémeret gan̄t ar roué.

← Kentañ Levr ar Rouaned 17Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 19 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324