Kentañ Levr ar Rouaned 18:17
Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein: hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 18
Cross References
Joshua 8:29Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz: hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.
2 Samuel 19:5Ha Joab a iéaz da gavout ar roué enn hé dî, hag a lavaraz d’ézhan̄: Mézékéet éc’h eûz hiriô da holl zervicherien péré hô deûz savétéet da vuez, ha buez da vipien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez ha da c’hragez-serc’hed.
2 Samuel 19:9Hag ann holl bobl a strivé é holl vreûriézou Israel, ô lavarout: Ar roué en deûz hon tennet eûz a zaouarn hon énébourien; hon tennet en deûz eûz a zaouarn ar Filistined: ha bréma é tec’h eûz ar vrô enn abek da Absalom.
2 Samuel 20:22Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez: hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
Proverbs 10:7Én̄vor ann dén reiz a vézô meûlet; hag hanô ann dén fallagr a vreinô.