Levr Yehoshoua 8:29
Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz: hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
28Neûzé é tévaz kéar, hag é réaz anézhi eur béz da vikenn.
30Neûzé Jozué a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou Doué Israel war vénez Hébal:
Cross References
Deuteronomy 21:23Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé vamm-gaer; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Joshua 8:23Kéméroud a réjon̄t ivé er-béô roué kéar Hai, hag her c’haschon̄t da Jozué.
Joshua 10:27Ha p’az éa ann héol da guza, é c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ m’hô tiskenchen̄t eûz ar groug: ha pa oen̄t bét diskennet gan̄t-hô, hô zeûrel a réjon̄t er c’héô, é péhini é oan̄t bét kuzet, hag é lékéjon̄t enn hé c’hénou kerrek brâz a zô choumet énô bétég-henn.
Joshua 10:33Enn hévéleb amzer Horam, roué Gazer, a gerzaz évit kennerza Lakis: Jozué hé drec’haz, hé lazaz, hag hé holl bobl gan̄t-han̄ bétég ann divéza.
2 Samuel 18:17Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein: hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.
Psalms 107:40Skuḻa a réaz ann dispriz war ar brin̄sed, hag é lékéaz anézhô da gan̄tréa enn distrô el lec’hiou dihen̄t.