Kentañ Levr ar Rouaned 20:21
N’eûz kéd a véneg eûz a gémen̄t-sé; hôgen eunn dén eûz a vénez Éfraim, hanvet Séba, mâb Bokri, a zô en em zavet a-énep ar roué David. Laka-hén̄ hép-kén étré hon daouarn, ha nî a bellai diouc’h kéar, hag ar vaouez a lavaraz da Joab: Chétu éz éeur da deûrel hé benn d’id dreist ar vûr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 20
Cross References
Judges 7:24Ha Gédéon a gasaz kannaded war holl vénez Éfraim, évit lavarout: Diskennit da ziarbenna ar Vadianited, ha kémérit dré ners ann douréir bété Betbéra hag ar Jourdan. Hag holl Éfraim a c’harmaz, hag a géméraz dré ners ann douréier hag ar Jourdan bété Betbéra.
Judges 18:4Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Evel-henn hag ével-henn en deûz gréat Mikas d’in; ha gôbr en deûz rôet d’in évit ma vézinn da vélek d’ézhan̄.
1 Samuel 26:9Ha David a skôé war ann holl vrô, ha na lézé béô na goâz na maouez: ha goudé m’eo dôa kéméret ann dén̄ved, hag ann éjenned, hag ann ézen, hag ar gan̄valed, hag ann diḻad, é tistrôé hag é teûé da gavout Akis.
2 Samuel 20:1C’hoarvézoud a réaz ivé pénaoz en em gavaz énô eunn dén eûz a Vélial, hanvet Séba, mâb Bokri, eûz Jémini; hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz: N’hon eûz két a lôd gan̄d David, ha n’hon eûz két a zigéz gan̄t mâb Isai. Distrôit d’hô teltou, Israel.