Eil lizher d'an Desalonikidi 2
1Hôgen hô pidi a réomp, va breûdeûr, dre zonédigez hon Aotrou Jézuz-Krist, ha dré hor stroll enn-han̄;
2Na zeûot két buan da zaouzani enn hô ménoz, na da strafiḻa, ô kridi pé dré ar spéred, pé dré eur brézégen, pé dré eul lizer a lavared deûed digan-é-omp, pénaoz é tôsta deiz ann Aotrou.
3Na zouelled dén ac’hanoc’h é nép doaré: râk na zeûi két ann deiz-zé, kén na vézô deûet ann dizunvaniez a-raok, ha na vézô gwélet é ton̄t dén ar péc’hed, mâb ar gollidigez,
4Pébini a énébô, hag a zavô dreist kémen̄t a c’halveur Doué, pé a azeûleur: enn hévélep doaré ma azézô é templ Doué, oc’h en em rei hé-unan évid Doué.
5Ha n’hoc’h eûz-hu kéd a goun pénaoz, pa édoun c’hoaz gan-é-hoc’h, em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h?
6Ha c’houi a oar ervâd pétrâ a zalc’h anézhan̄ bréma, évit ma en em ziskouézô enn hé amzer.
7Râk mister ann drougiez en em aoz a vréma. Hôgen néb a zalc’h bréma, dalc’het bété ma vézé kased-da-gét,
8Ha neûzé é vézô gwélet ann dén-drouk, a vézô lazet gan̄d ar c’houéz eûz a c’hénou ann Aotrou Jézuz, hag a vézô kaset-da-gét gan̄d ar skéd eûz hé zonédigez.
9Ann dén-zé a dlé don̄t dré ôber Satan, gan̄t pép galloud, gan̄d arouésiou ha burzudou gaou,
10Ha gan̄d ann holl douellérez ann drougiez é-kén̄ver ar ré a ia da goll, ô véza n’hô deûz kéd digéméret karan̄tez ar wirionez évit béza salvet. Dré-zé Doué a gasô d’ézhô eunn dallen̄tez vrâz, évit ma krédin̄d d’ar gaou;
11Évit ma vézô barnet ar ré holl péré n’hô deûz két krédet d’ar wirionez, hag a zô en em rôet d’ann drougiez.
12Hôgen nî a dlé trugarékaad Doué bépréd évid-hoc’h, va breûdeûr karet mad gan̄d ann Aotrou, ô véza ma en deûz hô tilennet ével ar c’hen̄ta-frouez, évid hô savétei dré zan̄télédigez ar Spéred, ha dré feiz ar wirionez;
13É péhini en deûz hô kalvet dré hon Aviel, évit gounid gloar hon Aotrou Jézuz-Krist.
14Dré-zé, va breûdeûr, choumit enn hô sâ, ha mirit ann tradisionou hoc’h eûz desket pé dré hor prézégennou, pé dré hon lizéri.
15Hon Aotrou Jézuz-Krist, ha Doué hon Tâd, péhini en deûz hor c’haret, ha péhini en deûz rôed d’é-omp dré hé c’hrâs eunn dizoan peûr-baduz hag eunn espéran̄s vâd,
16Ra zisoaniô hô kalounou, ha r’hô krévai é pép mâd-ôber hag é pép lavar mâd. ———— III. PENNAD.