The Bible Software
Eil lizher d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil lizher d'an Desalonikidi 1

1Paol, ha Silvanuz, ha Timotéuz, da Iliz ann Tessalonied, é Doué hon Tâd, hag é Jézuz-Krist hon Aotrou.

2Ra vézô rôed d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h gan̄d Doué hon Tâd, ha gan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

3Trugarékaad a dléomp Doué bé préd évid-hoc’h, va breûdeûr, ével ma eo dléet, ô véza ma kresk hô feiz mui-oc’h-vui, ha ma prasa hô karan̄tez ann eil évid égilé;

4Enn hévélep doaré ma en em veûlomp enn-hoc’h é Ilizou Doué, évid hoc’h habaskded hag hô feiz, enn holl heskinou, hag enn holl en̄krézou a c’houzan̄vit;

5Ével ar merk eûz ar varn gwirion a Zoué, péhini hô laka da véza dellézek eûz a rouan̄télez Doué, évit péhini ivé é c’houzan̄vit.

6Râk déréad eo dirâk Doué, é tistaolfé ann en̄krez d’ar ré a zeû bréma d’hoc’h en̄krézi;

7Hag é rôjé d’é-hoc’h ar péoc’h gan-é-omp, c’houi péré a zô en̄krézet, pa ziskennô hon Aotrou Jézuz euz ann en̄v, hag en em ziskouézô gan̄d elez hé ners;

8Pa zeûi d’en em ven̄ji é-kreiz ar flammou tân, eûz ar ré na anavézon̄t két Doué, ha na zen̄ton̄t két oud Aviel hon Aotrou Jézuz-Krist;

9Péré a c’houzan̄vô ar boan eûz a eunn daonidigez peûr-baduz, pell diouc’h dremm ann Aotrou, ha diouc’h gloar hé ners.

10Pa zeûi évit béza meûlet enn hé zen̄t, hag évit béza sellet gan̄t souez er ré holl hô deûz krédet enn-han̄: râg hon testéni a zô bét fisiet war-n-hoc’h é gortoz eûz ann deiz-zé.

11Râk-sé é pédomp évid-hoc’h bépréd; hag é c’houlennomp digan̄d hon Doué m’hô lakai da véza dellézek eûz hé c’halvédigez, ha ma sévénô holl ioul hé vadélez, ha labour ar feiz enn ners;

12Évit ma vézô meûlet hanô hon Aotrou Jézuz-Krist enn-hoc’h, ha c’houi enn han̄, hervez grâs hon Doué, hag hon Aotrou Jézuz-Krist. ———— II. PENNAD.

← Lizher kentañ d'an Desalonikidi 5Read In The App, Free →Eil lizher d'an Desalonikidi 2 →

Study Eil lizher d'an Desalonikidi 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123