The Bible Software
Eil lizher d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil lizher d'an Desalonikidi 3

1Enn-divez, va breûdeûr, pédid évid-omp, évit ma rédô gér Doué, ha ma vézô meûlet, ével ma’z eo enn hô touez;

2Hag évit ma vézimp dieûbet eûz ann dûd rec’huz ha drouk; râg ar feiz n’éma két gan̄t pép-hini.

3Hôgen Doué a zô féal, hag a grévai ac’hanoc’h, hag hô mirô a zrouk.

4Rag ar fisian̄s-zé hon eûz diwar hô penn enn Aotrou, pénaoz é mirit hag é mirot ar péz a c’hourc’hémennomp d’é-hoc’h.

5Ra rôi ann Aotrou d’é-hoc’h eur galoun eeun, é karan̄tez Doué, hag é habaskded ar C’hrist.

6Hôgen nî a c’hourc’hémenn d’é-hoc’h, va breûdeûr, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ma tec’hot diouc’h ar ré eûz hô preûdeûr péré a gerz enn eunn doaré direiz, ha nann hervez ann tradision hon eûz rôed d’ézhô.

7Râg gouzoud a rîd hoc’h-unan pétrâ a zô réd da ôber évid heûlia ac’hanomp: pa eo gwîr n’omp két bét direiz enn hô touez;

8Ha n’hon eûz debret bara dén évit nétrâ; hôgen labouret hon eûz nôz-deiz gan̄t skuizder, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

9Né két n’hor bé bét ar galloud d’hé ôber: hôgen fellet eo bét d’é-omp en em rei hon-unan da skouér, évit ma teûfac’h d’hon heûlia.

10Ével-sé pa édomp gan-é-hoc’h, hon eûz diskleriet d’é-hoc’h, pénaoz nép na fell két d’ézhan̄ laboura, na dle kéd dibri.

11Râk klevoud a réomp pénaoz éz eûz hiniennou enn hô touez péré a gerz enn eunn doaré direiz, péré na réon̄t nétrâ, hôgen en em voun̄t er péz na zell kéd out-hô.

12Hôgen d’ar ré a zô ével-sé, é c’hourc’hémennomp, hag é pédomp stard anézhô dré ann Aotrou Jézuz-Krist, ma tebrin̄t hô bara ô laboura war daô.

13Hôgen c’houi, va breûdeûr, na skuizit két oc’h ôber vâd.

14Mar béz unan-bennâg ha na zen̄tfé két oud ar péz a lévéromp enn hon lizer, arouézit-hén̄, ha na zaremprédit kéd anézhan̄, évit ma en dévézô méz.

15Na gémérit két koulskoudé anéz-han̄ ével eunn énébour, hôgen kélennit-hén̄ ével eur breûr.

16Doué ar péoc’h hé-unan ra rôi d’é-hoc’h ar péoc’h é péb amzer hag é pép léac’h. Ra vézô ann Aotrou gan-é-hoc’h holl.

17Mé hô salud gan̄t va dourn va-unan, Paol. Houn-nez eo va arouéz em holl lizéri; ével-sé é skrivann.

18Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen. ————

← Eil lizher d'an Desalonikidi 2Read In The App, Free →1 Timothy 1 →

Study Eil lizher d'an Desalonikidi 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123