Levr Amos 8:11
Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn ann naounégez war ann douar: nann ann naounégez a vara, nag ar zéc’hed a zour, hôgen ann naounégez da glevout gér ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 28:6Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp: ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄: hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.
Isaiah 5:6Hé lâkaad a rinn da véza dilézet; na vézô két divéget, na vézô két kaéet; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.
Ezekiel 7:26Reûz war reûz a zeûi, ha kélou war gélou; klask a rain̄t gwélédigez digan̄d eur profed; al lézen a iélô-da-nétra er bélek, hag ar c’huzul enn hénaoured.