Levr Amos 8:10
Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou: digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn: hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 16:14Hag ô klask abég évid hé c’hâs-kuît, mar rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout: Ar c’hrég-zé em eûz kéméret; hôgen pa ounn éat d’hé c’havout, n’em eûz két hé c’havet gwerc’h:
2 Samuel 13:28Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout: Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h: skôit-hén̄, ha lazit-hén̄: n’hô pézet két a aoun; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
Job 20:23Pa en dévézo karget hé gôv, Doue a daolô war-n-ézhan̄ buanégez hé frouden, hag a lakai hé vrézel da c’hlaôia war-n-ézhan̄.
Isaiah 15:2Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba; iudet é deûz Moab: en em zivlevet in̄t holl; touzet hô deûz holl hô barô.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 48:37Ar c’hlézé war hé c’hézek, ha war hé c’hirri, ha war ann holl bobl a zô enn hé c’hreiz; hag hi a zeûi ével gragez; ar c’hlézé war hé zen̄zoriou, hag hî a vézô preizet.