The Bible Software
Levr Amos · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Amos 8

1Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué: Chétu é wéliz eur c’hrôg frouez.

2Hag héñ a lavaraz: Pétra a wélez-té, Amos? Ha mé a lavaraz: Eur c’hrôg frouez. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Deûet eo ann divez war va fobl a Israel: n’az inn mui é-biou d’ézhan̄.

3Skôriou ann templ a strakô enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué: kalz a dûd a varvô: taolet é vézin̄t er-méaz é pép léac’h enn eur dével.

4Sélaouit ann dra-zé, c’houi péré a vâc’h ar béorien, hag a laka da vervel tavan̄teien ann douar,

5O lavarout: Pa vézô éat ar mîz é-biou, évit ma werzimp hor marc’hadourez, hag ar Sabbat, évit ma lakaimp hon éd er-méaz, ma vihanaimp ar ven̄t, ha ma kreskimp ar sikl, ha ma poézimp gan̄t balan̄sou touelluz.

6Évit ma lakaimp gan̄d hon arc’han̄t ar beorien, hag ann davan̄teien dindân hon treid, ha ma werzimp d’ézhô usien hon éd?

7Touet en deûz ann Aotrou diwar-benn balc’hder Jakob: na an̄kounac’hainn bikenn hini eûz hô ôberiou.

8Goudé-zé ha na vézô két diskaret hô douar, ha na vézô két glac’haret hé holl dud: sével a rai ével eur ster dic’hlannet; kéflusket é vézô, hag é rédô ével ster ann Éjipt?

9Enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué, é kouskô ann héol é-kreiz ann deiz, hag é c’hôlôinn ann douar a dévalien é léac’h goulou.

10Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou: digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn: hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.

11Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn ann naounégez war ann douar: nann ann naounégez a vara, nag ar zéc’hed a zour, hôgen ann naounégez da glevout gér ann Aotrou.

12Reûstlet é vézin̄t eûz a eur môr d’égilé, hag eûz ann han̄ter-nôz d’ar sâv-héol: klask a rain̄t é pép tû gér ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két.

13Enn deiz-zé ar plac’hed-iaouan̄k koan̄t, hag ar baotred-iaouan̄k a varvô gan̄d ar zéc’hed:

14Hi péré a dou é péc’hed Samaria, hag a lavar: Béô eo da Zoué, ô Dan, ha béô eo hen̄t Bersabée: hî a gouézô, ha na assavin̄t mui. ———— IX. PENNAD Assaô tî David ha mipien Israel.

← Levr Amos 7Read In The App, Free →Levr Amos 9 →

Study Levr Amos 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789