Levr Amos 8:3
Skôriou ann templ a strakô enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué: kalz a dûd a varvô: taolet é vézin̄t er-méaz é pép léac’h enn eur dével.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Sélaouit ann dra-zé, c’houi péré a vâc’h ar béorien, hag a laka da vervel tavan̄teien ann douar,
Cross References
Leviticus 10:3Ha Moizez a lavaraz da Aaron: Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou: San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.
Jeremiah 22:18Râk piou a zô bét é kuzul ann Aotrou, hag en deûz hé wélet, hag en deûz klévet hé chér? Piou en deûz lékéat évez oud hé c’hér, hag en deûz hé zélaouet?
Joel 1:5Dihunit, mezviérien; gwélit, ha iouc’hit, c’houi holl péré a gâr ar gwîn c’houék; râk lamet é vézô eûz hô kénou.
Joel 1:13En em c’hourizit, c’houi béleien, ha gwélit; iouc’hit, c’houi ministred ann aoter: deûit ébarz, ministred va Doué, gourvézit er sac’h: ô véza ma eo éhanet ar sakrifiz hag ar braoued-kennig é tî hô Toué.
Amos 5:16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou, ar mestr brâz: Enn holl leûriou-kéar é vézô keinvan; hag enn holl lec’hiou diwar ar méaz é vézô lavaret Gwâ, gwâ: hag hî a c’halvô ar c’houerien, évit gwéla, hag ar ré a wél er c’han̄vou, évit lén̄va.