Levr Yoel 1:13
En em c’hourizit, c’houi béleien, ha gwélit; iouc’hit, c’houi ministred ann aoter: deûit ébarz, ministred va Doué, gourvézit er sac’h: ô véza ma eo éhanet ar sakrifiz hag ar braoued-kennig é tî hô Toué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 28:4Unan a gennigot diouc’h ar min̄tin, hag égilé diouc’h ar pardaez.
Numbers 28:14Hôgen chétu kennigou gwîn a dléeur da skuḻa évit pép viktim: ann han̄ter eûz a eunn hin evit pép leûé; ann drédé lôden évid eunn tourz, hag ar bévaré lôden évid eunn oan. Hennez é vézô ar sakrifiz-losk eûz a bép mîz, a zeû er bloaz ann eil goudé égilé.
2 Samuel 12:16Hôgen David a bédaz ann Aotrou évid ar bugel, hag hén̄ a iunaz, hag ô véza en em dennet a-dû, en em daolaz d’ann douar.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 4:8Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.
Ezekiel 7:18Saéou-reûn a wiskin̄t, hag é vézin̄t gôlôet a spoun̄t; ar véz a vézô war bép dremm, ha moal é vézô penn ann holl.