Niveroù 28:11
Hôgen er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, seiz oan bloaz dinam,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10A véz skuḻet diouc’h al lîd dré bép sabbat, ével ar sakrifiz-losk peûr-baduz.
Cross References
Leviticus 1:3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
Numbers 15:3Ha pa gennigot d’ann Aotrou pé eur sakrifiz-losk, pé eur viktim ô sévéni hô kwéstlou, pé ô kenniga a-ioul hô rôou, pé ô tévi enn hô lidou brâz kennigou a c’houés vâd d’ann Aotrou, pé a éjenned, pé a zen̄ved;
1 Samuel 20:5Ha David a lavaraz d’ar Bélek- brâz: E-kén̄ver ar péz a zell oud ar c’hragez, n’omp két éat d’hô c’havout abaoé déac’h hag ann derc’hen̄t émomb en em lékéat enn hen̄t; ha diḻad va zûd a zô ivé glân. Koulskoudé ann hen̄t en deûz hô saotret; hôgen hiriô é vézin̄t glanet ivé enn hô diḻad.
1 Chronicles 23:31Kenn er sakrifisou a gennigeur d’ann Aotrou, kenn é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz hag er gwéliou all, hervez ann niver, hag al lidou eûz a bép-trâ, ha bépréd dirâg ann Aotrou.,
Nehemiah 10:33Évid ar baraou kennig, hag ar sakrifiz peûr-baduz, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz é deisiou ar sabbat, é deisiou ken̄ta ar mîz, er gouéliou-lîd, er sakrifisou a béoc’h, hag er ré évid ar péc’hed: ma vézô pédet évid Israel, ha na vézô diouéret nétrâ a gémen̄t a zô réd évit tî hon Doué.