Levr Amos 9:12
Évit ma piaouô ar ré a vézô galvet va hanô war-n-ézhô, dilerc’hiou ann Iduméa, hag ann holl vrôadou, émé ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 24:17Hé wélout a rinn, hôgen né két bréman̄; selloud a rinn out-han̄, hôgen né kéd a dôst. Eur stêren a zeûi eûz a Jakob, hag eur walen a zavô eûz a Israel; hag é skôiô gan̄t pennou Moab, hag é wastô holl vugalé Set.
Psalms 60:8Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou: ann diavésidi a likiinn da bléga d’in.
Isaiah 14:1Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.
Isaiah 63:19Ha mé a dridô é Jéruzalem, hag en em laouénai em pobl; ha na vézô mui klévet enn hé c’hreiz a glemvan nag a c’harm.
Jeremiah 14:9Ann hini é dôa ganet seiz gwéach a zo deûet da véza gwân, fatet eo hé éné; kuzet eo ann héol évit-hi, pa é oa c’hoaz deiz; méz é deûz, rusia a râ hag ar vugalé a choumô d’ézhi a rôinn d’ar c’hlézé dirâg hô énébourien, émé ann Aotrou.