Levr Amos 9:11
Enn deiz-zé é assavinn tî David, a zô kouézet: hag é serrinn tarzou hé vuriou, hag ar péz a oa kouézet a zavinn adarré: hé aoza a rinn ével enn deisiou ken̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 80:12Pérâg éc’h eûs-té diskaret hé môger; ha ma teû kémen̄d hini a ia ébiou da wasta anézhi?
Psalms 143:5Meûlit hanô ann Aotrou, rag hén̄ en deûz lavaret, hag hî a zô bét gréat: hén̄ en deûz gourc’hémennet, hag hî a zô bét krouet.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Isaiah 16:5Eunn trôn a vézô aozet enn drugarez, hag hén̄ a azézô war-n-ézhan̄ er wirionez é telt David, évit barna ha klaskout ar varn, ha rei da bép-hini ar péz a zô reiz.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
Jeremiah 33:14Gériou Jonadab, mâb Réc’hab, dré béré é c’hourc’hémennaz d’hé vugalé na évchen̄t két a wîn, a zô bét heûliet; hag hî n’hô deûz két évet a wîn bétég ann deiz-man̄, ô véza ma hô deûz sen̄tet out gourc’hémenn hô zâd; hôgen mé em eûz komzet ouz-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin évit komza, ha n’hoc’h eûz ket sen̄tet ouz-in.