Levr Daniel 4:5
Kén na zeûaz dira-z-oun Daniel hon eil, péhini en deûz da hanô Baltassar, hervez hanô va Doué, péhini en deûz enn-han̄ spéred ann douéed san̄tel. Hag é tanevelliz d’ézhan̄ va huvré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 1:7Ha penn ar spazéien a rôaz d’ézhô hanvou: Da Zaniel, Baltasar; da Ananias, Sidrac’h; da Visael, Misac’h ha da Azarias, Abdénago.
Daniel 2:28Hôgen enn én̄v éz eûz eunn Doué hag a ziskuḻ ar mistériou, péhini en deûz rôet da anaout d’id, ô roué Nabukodonosor, ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzériou divéza. Chétu da huvré ha gwélédigésiou da benn enn da wélé.
Daniel 5:5Enn hévéleb heûr é oé gwélet biziad, hag é doaré dourn eunn dén a skrivé é-tâl eur c’han̄toler war vôger palez ar roué; hag ar roué a wélé mellou ann dourn a skrivé.
Daniel 5:11Béz’ éz eûz eunn dén enn da rouan̄télez, hag a zô spéred ann douéed san̄tel enn-han̄; hag é péhini eo bét kavet é deisiou da dâd ar wiziégez, hag ar furnez: ha dré-zé da dâd, ar roué Nabukodonosor a lékéaz anézhan̄ da benn war ar ré fûr, ann diouganérien, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien; da dâd, émé-vé, ô roué.