Levr Daniel 10:16
Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou: hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun: Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é trôiz va daoulagad étrézég ann douar, hag é taviz.
Cross References
Judges 6:13Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout: ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.
Judges 13:8Manué a bédaz éta ann Aotrou hag a lavaraz: Da bédi a rann, ô Aotrou, ma teûi adarré ann dén Doué éc’h eûz digaset ha ma teskô d’é-omp pétrâ a dléomp da ôber eûz ar bugel a dlé béza ganet.
Isaiah 6:7Hag hen̄ a stokaz gan̄t-hi out va génou, hag a lavaraz: Chétu é deuz stoket-hî oud da vuzellou, hag é vézô lamet da fallagriez hag é vézô glanet da béc’hed.
Ezekiel 1:26Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.
Ezekiel 33:22Hôgen dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun diouc’h ann abardaez, abarz ma teûaz ann hini a oa bét téc’het; hag hen̄ a zigoraz va génou, ken̄t ma teûjé étrézég enn-oun diouc’h ar min̄tin, ha va génou ô véza bét digoret, na daviz mui.