Levr Yehezkel 1:26
Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 45:6Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn. Gwalen da rén a vézô eur walen a éeunder.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
Ezekiel 8:2Hag é selliz, ha chétu unan é doaré tân; adaleg hé zigroazel hag izéloc’h, tân; hag adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h é doaré skéd, hen̄vel out goularz.
Daniel 7:9Mé a arvesté kén na oé lékéat trônou, ha ma azézaz kôziad ann deisiou; hé wiskamant a oa gwenn ével ann erc’h, ha bléô hé benn ével gloan glân: hé drôn flammou tân: hé rôdou tân leskidik.