Levr Daniel 10:21
Koulskoudé é rôinn da anaoud d’id ar péz a zô merket é skritur ar wirionez: ha n’eûz dén ô skoazia ac’hanoun é kémen̄t-sé, némét Mikael hô prin̄s-c’houi. ———— XI. PENNAD Diougan diwar-benn ar Bersied hag ar C’hrésied.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 43:8En̄vou, skuḻit hô klîz diouc’h kréac’h, ha ra gouézô ann dén-reiz é-giz glaô eûz ar c’hoabr; ra zigorô ann douar, ha ra lakai da ziwana ar salver; râ zavô kévret ar reizded. Mé eo ann Aotrou em eûz hé grouet.
Daniel 9:25Gwéz éta, ha laka évéz. Abaoé ar gourc’hémenn a vézô rôet évid assével Jéruzalem, bétég ar C’hrist blénier, é vézô seiz sizun, ha diou zizun ha trî-ugen̄t; hag al leûriou-kéar hag ar muriou a vézô assavet é amzeriou doaniuz.
Daniel 11:1Hôgen mé, aba ar bloaz ken̄ta eûz a Zarius ar Médiad, a zô bét savet évit ma krévaché ha ma startaché.
Daniel 12:1Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl: hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.
Amos 3:7Rag ann Aotrou na ra nétrâ, hép rei da anaout hé dra guzet d’hé zervicherien ar broféded.