Levr Daniel 11:10
Hôgen hé vipien en em gen̄traouô, hag a strollô arméou brâz: hag unan a zeûi gan̄d hast, hag ével eunn dic’hlann: hag hén̄ a zistrôi, hag en em gen̄traouô, hag a stourmô oud hé holl ners.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Roué ar c’hrésteiz a iélô enn hé rouan̄télez, hag a zistrôi d’hé vrô hé-unan.
Cross References
Isaiah 8:7Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar: hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,
Jeremiah 46:7Râg ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da gériou kré hag enn da den̄zoriou, é vézi ivé kéméret; ha Kamas a iélô é sklavérez, hag hé véléien, hag hé brin̄sed ivé.
Daniel 9:26Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.
Daniel 11:22Hag ann divréc’h a stourmô a vézô trec’het dira-z-han̄, hag a vézô brévet: hag ivé penn ar gévrédigez.
Daniel 11:39Lakaad a rai da grévaat Maozim, ann doué-zé a-ziavéaz, péhini a anavez; kreski a rai hé c’hloar, hag é rôi d’hé géélerien eur véli vrâz, hag é rannô ann douar hép mizou.