Levr Daniel 11:22
Hag ann divréc’h a stourmô a vézô trec’het dira-z-han̄, hag a vézô brévet: hag ivé penn ar gévrédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 8:7Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar: hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,
Daniel 8:11Sével a réaz zô-kén bété prin̄s ann armé; hag é lamaz digan̄t-han̄ ar sakrifiz peûr-baduz, hag é saotraz léac’h hé zan̄tuar.
Daniel 9:26Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.
Amos 8:8Goudé-zé ha na vézô két diskaret hô douar, ha na vézô két glac’haret hé holl dud: sével a rai ével eur ster dic’hlannet; kéflusket é vézô, hag é rédô ével ster ann Éjipt?
Nahum 1:8Gan̄d eunn dic’hlann a dréménô é tisman̄trô al léac’h-man̄: hag ann dévalien a iélô war-lerc’h hé énébourien.