Levr Daniel 11:16
Pa zeûi enn hé énep é rai ar péz a garô, ha na vézô dén évit sével out-han̄: enn douar brudet-brâz éz ai, ha gan̄d hé zourn é vézô dispennet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 1:5Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz: n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.
Jeremiah 3:19Hôgen mé em eûz lavaret: Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou? Hag em eûz lavaret: Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.
Daniel 8:7Ha pa oé deûet tôst d’ann tourz, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é skôaz gan̄t-han̄; hag hén̄ a dorraz hé zaou gorn; ha na hellaz két ann tourz kia out-han̄; ha pa en dôé hé daolet d’ann douar, é vac’haz anézhan̄, ha dén na hellaz dieûbi ann tourz eûz hé zourn.
Daniel 11:3Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.
Daniel 11:41Hag hén̄ a iélô enn douar a c’hloar, ha kalz a vézô dispennet: ar ré-zé hép-kén a vézô dieûbet eûz hé zaouarn, Édom, ha Moab, ha penn-kéar bugalé Ammon.