Levr Daniel 8:26
Gwélédigez ar pardaez hag ar min̄tin, a zô bet diskouézet d’id, a zô gwîr; siel éta té ar wélédigez-zé, râg goudé deisiou é c’hoarvézô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 12:27Mâb dén, chétu é lavar tî Israel: Ar wélédigez a wél hé-man̄ a zô pell-brâz; diougani a ra évid eunn amzer bell.
Daniel 10:1Enn trédé bloaz eûz a Zirus, roué ar Bersied, eur gér a oé disklériet da Zaniel, les hanvet Baltassar, eur gér gwir, hag eunn ners brâz: hag hen̄ a boellaz ar lavar; râk poell a zô réd er gwélédigésiou.
Daniel 12:4Ha té, Daniel, serr ar geriou-zé, ha siell al levr-man̄ bétég ann amzer merket: meûr a hini a lennô enn-han̄, hag ar wiéziégez a greskô.
Hosea 3:3Hag é liviriz d’ézhi: Va gortozi a rî a-zoug kalz deisiou; n’en em rôi két d’ar c’hadélez, na da eunn ozac’h all: ha mé az gortozô ivé: