Levr Daniel 11:21
Hag enn hé léac’h é savô eunn dén disprizet, ha da béhini na vézô két rôet ann énor a roué: é-kûz é teûi, ha dré douellérez é kémérô ar rouan̄télez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 15:6Hag ével-sé é réa d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da gavout ar roué évit béza barnet; hag hén̄ a hoalé kalounou ann dûd-zé.
Psalms 15:4Ann den drouk né d-eo nétra é-bed dira-z-han̄ (M); hôgen stâd a ra eûz ann hini a zouj ann Aotrou: péhini pa en deûz touet eunn dra d’hé nésa, na douell két anézhan̄;
Isaiah 32:5Râk va c’hlezé a zô en em vezviet enn en̄v; chétu é tiskennô war ann Iduméa, ha war eur bobl a lazinn, évid diskouéza va barnédigez.
Daniel 8:9Hôgen eûz a unan anézhô é teûaz eur c’horn bihan, hag a zeûaz braz war-zû ar c’hrésteiz, ha war-zû ar sâv-béol, ha war-zû brô ann ners.
Daniel 8:25Diouc’h he ioul, é reizô hé zourn ann toullérez; hé galoun a stambouc’hô, hag er foûnder eûz a bép-trâ é lazo kalz a dûd. Sével a rai out prin̄s ar brin̄sed, hôgen hép dourn é-béd é vézô brévet.