Levr Daniel 11:35
Ha lôd eûz ar ré zesket a gouézô, évit ma vézin̄t tanet, ha glanet, ha gwennet, bétég eunn amzer merket: râg eunn amzer all a vézô c’hoaz. 35 Ar roué a rai ar péz a garô. Sével a rai, hag en em vugadô a-éneb ann holl zouéed: traou balc’h a lavarô diwar-benn Doué ann douéed: hag hén̄ a zeûi da benn, kén na vézô leûniet hé vuanégez; râg enn doaré-zé eo bet reizet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 8:16Hag ann herlégon, hag ar sîn, hag ann ibiz;
Proverbs 17:3Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t gan̄d ann tân, hag ann aour er fournigel; ével-sé é arnod ann Aotrou ar c’halounou.
Daniel 8:17Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.
Daniel 9:27Hôgen hén̄ a startai hé gévrédigez gan̄t meûr a hini enn eur zizun; hag é han̄ter ar zizun éc’h éhanô ann hostivou hag ar sakrifisou: hag heûz ann disman̄tr a vézô enn templ; hag ann disman̄tr a badô bétég ar sévénidigez hag ann divez. ———— X. PENNAD Iûn ha gwélédigez Daniel.
Daniel 11:29D’ann amzer merket é tistrôi, hag é teûi war-zû ar c’hrésteiz: hag ar stad divéza na vézô két hen̄vel oud ar stad gen̄ta.
Daniel 11:40Roué ar c’hrésteiz a stourmô out-han̄ enn amzer verket, ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi ével eunn arné enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri: mon̄d a rai enn hé zouarou; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.