Levr Daniel 8:17
Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 1:28Ével ar wareg a wéleur er c’hoabr enn eunn deiz glavek; ével-sé é oa ar goulou a luc’hé trô-war-drô. ———— II. PENNAD Ann Aotrou a lavar da Ézékiel komza héb aoun.
Ezekiel 6:2Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,
Daniel 8:15P’am bôa, mé Daniel, ar wélédigez-zé, hag é klaskenn ann displég anézhi, chétu é savaz dira-z-oun é doaré eunn dén.
Daniel 9:23Adaleg ar penn-ken̄ta eûz da bédennou eo deûet ar gourc’hémenn d’in; ha mé a zô deûet évid diskléria d’id pép-trâ, ô véza ma oud eunn dén ioulek: laka évez éta oud ar péz a livirinn, ha poell ar wélédigez.
Daniel 10:7Mé Daniel hép-kén a wélaz ar wélédigez-zé: râg ann dûd a oa gan-én̄ n’hé gwélchon̄t két; hôgen eunn heûz brâz a grôgaz enn-hô, hag hî a déc’haz hag en em guzaz.
Daniel 10:16Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou: hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun: Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.