Levr Daniel 11:4
Ha pa vézô bét savet, hé rouan̄télez a vézô dispennet, hag a vezô rannet war-zû ar pévar avel eûz ann én̄v; n’az ai két d’hé nested, ha na virô két ar galloud gan̄t péhini en dôa aotrouniet: râg hé rouan̄télez a vézô diframmet gan̄t ré all c’hoaz, estr égéd ar ré-man̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.
Cross References
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Psalms 39:6Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.
Psalms 73:17Kén n’az inn é san̄tuar Doué, ha ken na boellinn pétrâ eo hô divez.
Ecclesiastes 4:8Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
Jeremiah 12:17Ma na zélaouit két kémen̄t-sé, va éné a wélô é-kûz war hô rogen̄tez; gwéla-dourek a rai, ha va daoulagad a skuḻô daérou, ô véza ma vézô kaset tropel ann Aotrou é sklavérez.
Jeremiah 31:40Eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô, ha na éhaninn két da ôber vâd d’ézhô: ha mé a lakai va doujan̄s enn hô c’haloun, évit na bellain̄t két diouz-in.