Levr Daniel 4:9
Kaer é oa hé déliou, ha kalz frouez é dôa, hag a-walc’h évit béva pép-trâ; dindân-hî é choumé ann anévaled hag al loéned; hag evned ann én̄v en em strollé enn hé skourrou; hag ann holl gîg en em voété diout-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 7:13Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄: ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet: Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited: hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.
Ezekiel 17:23War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz: hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.
Daniel 1:20Pétrâ-bennâg ma c’houlennaz ar roué digan̄t-hô diwar-benn ar furnez hag ar poell, é kavaz enn-hô dék kwéach mui éged enn holl ziouganérien hag enn dûd-fûr a ioa enn hé rouan̄télez holl.