Levr Daniel 3:12
Koulskoude ar ré eûz ar Iuzévien da béré éc’h eûz rôet ar véli war géfridiou provin̄s Babilon, Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago; ar ré-zé, ô roué, hô deûz disprizet da c’hourc’hémenn: na géélon̄t két da zouéed, ha na azeûlont két ar skeûden aour éc’h eûz savet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Ecclesiastes 4:4Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.
Daniel 6:13Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué: Daniel unan eûz a vipien sklavérez Juda, n’en deûz doujan̄s é-béd évid da lézen, nag évid ar gourc’hémenn éc’h eûz gréat; hôgen teir gwéach enn deiz é péd hag éc’h azeûl hé Zoué.