Levr Daniel 5:5
Enn hévéleb heûr é oé gwélet biziad, hag é doaré dourn eunn dén a skrivé é-tâl eur c’han̄toler war vôger palez ar roué; hag ar roué a wélé mellou ann dourn a skrivé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Hî a évé gwîn, hag a veûlé hô douéed aour, hag arc’han̄t, arem, houarn, koat ha méan.
Cross References
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Proverbs 29:1Ann dén a zispriz gan̄d eur penn kalet ann hini a gélenn anézhan̄, a gouézô war-eunn-taol enn eul lamm marvel, ha na vézô bikenn iac’héet.
Daniel 4:31Goudé éta ma oé sevénet ann deisiou, mé Nabukodonosor a zavaz va daoulagad étrézég ann én̄v; ha va spéred a oé asrôet d’in; ha mé a vennigaz ann Uc’hel-brâz, hag a veûlaz hag a énoraz ann hini a vév da-vikenn: ô véza ma eo peûr-baduz hé c’halloud, ha ma pad hé rouan̄télez a-wenn-é-gwenn.
Daniel 5:8Neûzé ré fûr ar roué ô véza deûet, na helchon̄t két lenna ar skrîd, na rei d’ar roué ann displég anézhan̄.
Daniel 5:24Râk-sé eo en deûz kaset ann dourn, en deûz roudennet ar skrîd-zé.