Levr Daniel 4:8
Brâz ha kré é oa ar wézen; hag ar bâr anézhi a iéa bétég ann én̄v; hag hî en em lédé bétég harzou ann douar holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Chétu gwélédigez va fenn em gwélé: Eur wézen a wélenn é kreiz ann douar, hag hî a oa uc’hel-brâz.
Cross References
Isaiah 46:1Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.
Jeremiah 50:2Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄d ha m’en dôa gréat Joakim,
Daniel 1:7Ha penn ar spazéien a rôaz d’ézhô hanvou: Da Zaniel, Baltasar; da Ananias, Sidrac’h; da Visael, Misac’h ha da Azarias, Abdénago.
Daniel 4:9Kaer é oa hé déliou, ha kalz frouez é dôa, hag a-walc’h évit béva pép-trâ; dindân-hî é choumé ann anévaled hag al loéned; hag evned ann én̄v en em strollé enn hé skourrou; hag ann holl gîg en em voété diout-hi.
Daniel 5:11Béz’ éz eûz eunn dén enn da rouan̄télez, hag a zô spéred ann douéed san̄tel enn-han̄; hag é péhini eo bét kavet é deisiou da dâd ar wiziégez, hag ar furnez: ha dré-zé da dâd, ar roué Nabukodonosor a lékéaz anézhan̄ da benn war ar ré fûr, ann diouganérien, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien; da dâd, émé-vé, ô roué.