Levr ar Varnerien 7:13
Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄: ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet: Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited: hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 7
Cross References
Judges 3:15Ha goudé-zé é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ezhô hanvet Aod, mâb Géra, mâb Jémini, péhini a ioa déouiad ha kleiziad. (T). Ha bugalé Israel a gasaz dré-z-han̄ traou kaer da Églon, roué Moab.
Judges 4:9Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Mon̄d a rinn gan-éz; hôgen évid ar véach-man̄ ar gounid na vézô két rôet d’id, ô véza ma vézô lékéat Sisara étré daouarn eur vaouez. Debbora a zavaz éta, hag a iéaz gan̄t Barak da Zédez.
Judges 6:15Hag hén̄ a lavaraz: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, pénaoz é tieûbinn Israel? Chétu va ziad a zô eûz ar ré zistéra é Manasé, ha mé a zô ann divéza é tî va zâd.
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.