Levr Daniel 6:8
Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ar roué Darius a startaaz éta al lézen hag ar gourc’hémenn-zé.
Cross References
Esther 3:12Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad: hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
Esther 8:8Skrivit éta évid ar Iuzevien, ével ma kerrot, é hanô ar roué, ha siellit al lizéri gan̄t va bizou. Râk diouc’h ar boaz, dén na grédé énébi oud al lizéri a oa kaset é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou.
Psalms 94:21Spiou a aozin̄t a-énep éné ann dén reiz; hag é varnin̄t ével kabluz ar goad dinam.
Daniel 6:12Hag hî a dôstaaz hag a gomzaz oud ar roué diwar-benn ar gourc’hémenn: O roué, ha n’éc’h eûs-té két kémennet pénaoz kémen̄d dén a zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg oud douéed pé oud tûd all, néméd ouz-id, ô roué, a vézô taolet é poull al léoned? Hag ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô: Gwîr eo, hag eul lézen eo eûz ar Védied hag eûz ar Bersied, ha na hell dén hé zerri.