Levr Daniel 6:12
Hag hî a dôstaaz hag a gomzaz oud ar roué diwar-benn ar gourc’hémenn: O roué, ha n’éc’h eûs-té két kémennet pénaoz kémen̄d dén a zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg oud douéed pé oud tûd all, néméd ouz-id, ô roué, a vézô taolet é poull al léoned? Hag ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô: Gwîr eo, hag eul lézen eo eûz ar Védied hag eûz ar Bersied, ha na hell dén hé zerri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ann dûd-zé éta péré a spié anézhan̄ gan̄d aket, a gavaz Daniel ô pédi hag oc’h azeûli hé Zoué.
Cross References
Esther 1:19Ma her kavez-mâd, ra vézô gréat eur c’hémenn dré da urs, ha ra vézô skrivet hervez lézen ar Bersied hag ar Védied, péhini na helleur két da derri, pénaoz ar rouanez Vasti, n’az ai mui da gavoud ar roué, hôgen ma kémérô eunn all hé c’hurunen, hag hî gwelloc’h égét-hi;
Daniel 6:8Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.