Levr Daniel 7:14
Hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ ar galloud, ann énor, hag ar rouan̄télez; ma vézô servichet gan̄d ann holl boblou, ar breûriézou, hag ann iézou; hé c’halloud a zô eur galloud peûr-baduz, ha na vézô két lamet diout-han̄; hag hé rouan̄télez na vézô két dispennet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 8:6Hé lékéat éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann éled; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet;
Psalms 72:11O véza ma tennô ar paour eûz a zourn ann dén galloudék, hag ar paour péhini n’en dôa skoazel é-béd.
Psalms 102:22Pa en em strollô kévret ar boblou hag ar rouéed évit servicha ann Aotrou.
Psalms 110:1Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou: Azez war va dourn déou: kén n’em bézô lékéat da énébourien da skabel d’as treid.
Isaiah 9:7Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.